
Kenderc’hel a ra an avañtur arzel Kantren gant krouidigezh un abadenn, diwar tri fezh-c’hoari gant Mark Ravenhill : « WAR AND BREAKFAST ».
Digor eo an enskrivadurioù adalek bremañ!
Ar staj Kentañ a vo dalc’het: d’ar 4 ha 5 Viz Here10eur-5eur Er Chapel DEREZO – Brest Heñchet e vo gant Anna Morvan (AR VRO BAGAN) ha Thomas Cloarec (TEATR PIBA) ha gant sikour Mari Peaudecerf –
E-pad an dibenn-sizhun-mañ ho po tro da gemer perzh e atalieroù liesseurt diwar-benn ar vouezh, ar c’horf, ar c’hoari. Kregiñ a rimp ivez da labourat war ar pezh-c’hoari a vo kinniget d’an arvesterien e miz Mae 2026 ! Tri fezh-c’hoari tennet eus WAR AND BREAFKAST, gant Mark Ravenhill : farsus ha teñval war ar memes tro. Ar skridoù-se a gustum tagañ fazioù don ur gevredigezh kornôgel taer-kenañ, ha sklaer e goustiañs ! Anv ‘vo graet eus feulster ar brezel, eus ar sponterezh, hag eus ur gevredigezh « re sur eus he zalvoudoù ». Dre an testennoù dibabet e tiskouez Kantren eo ar c’hoariva ur benveg evit c’hoari ha prederiañ. –
Setu ivez un deiziadur dibenn-sizhunvezhioù krouiñ etre Miz Here ha miz Mae 2026 :
Sadorn 15 ha Sul 16 a viz Du 2025, ADEC e Roazhon (35) – Kaset a-benn gant Maxime L’hostis (AVB) ha Mona Caroff (TEATR PIBA)
Sadorn 17 ha Sul 18 a viz Genver 2026, en MJC e Douarnenez (29) – Kaset a-benn gant Lukaz Nedeleg (SAFAR) ha Tifenn Lineat (LA OBRA)
Sadorn 7 ha Sul 8 a viz Meurzh 2026, e Rostrenn (22) – Kaset a-benn gant Etienne Siberil (AR VRODEREZH NOZ) ha Typhaine Corre (AVB)
Sadorn 5 ha Sul 6 a viz Ebrel 2026, en Armorica e Plougerne (29) – Kaset a-benn gant Anna Morvan (AVB) ha Jean Phillippe Davodeau (GOEMON-GOELAN)
Gwe. 1añ, Sad. 2 ha Sul 3 + Gwe. 8 a viz Mae 2026, e Kawan/Lannuon (22) – Kaset a-benn gant Maxime L’hostis (AVB) ha Thomas Cloarec (TEATR PIBA
–
Evit en em enskrivañ evit stajoù krouiñ KANTREN… klikit amañ.