Langues de Bretagne : manifestation à Quimper le samedi 13 mars à 13h13

Convention État-Région sur l’enseignement des langues de Bretagne
LES ASSOCIATIONS RÉCLAMENT UNE CONVENTION AMBITIEUSE MAINTENANT !

Manifestation à Quimper ce samedi 13 mars à 13h13.
Rendez-vous de covoiturage au départ de Cavan et Lannion

Les associations DIV YEZH BREIZH, DIWAN, KELENNOMP et les syndicats SNES-FSU et CFDTFEP se sont réunis mardi à Rostrenen pour échanger sur les difficultés rencontrées pour l’enseignement du/en breton dans le second degré. Les associations et les syndicats sont préoccupés par la qualité de l’enseignement et par l’insuffisance des moyens nécessaires à la transmission de la langue bretonne, tant dans l’enseignement bilingue qu’optionnel. Les récentes difficultés rencontrées dans les collèges Diwan pour l’enseignement du breton en tant que matière ne sont pas isolées.
Dans un courrier du 2 mars, le président du Conseil régional de Bretagne, Loïg Chesnais-Girard les a informés d’un « blocage de fond et de forme avec des nécessaires arbitrages du Ministre de l’Education Nationale qui n’aboutissent pas » à propos de la convention État-Région pour
la transmission des langues de Bretagne et son usage dans la vie quotidienne. Cette convention revêt une importance cruciale pour le développement de l’enseignement bilingue et de l’enseignement de la langue bretonne en général tant pour le réseau Diwan, que pour les réseaux d’enseignement public et catholique bilingue. Au-delà de l’enseignement, elle concerne également le développement de la langue dans la vie quotidienne (signalétique, médias, culture..).
Une convention pour les langues de Bretagne est la seule façon de donner les moyens aux Bretons de développer et de prendre en charge la transmission de la langue bretonne. Or, malgré l’engagement du Premier ministre, le 9 février 2019 dans le cadre du contrat pour l’action publique en Bretagne, malgré les contributions des associations et du Conseil culturel de Bretagne, sa signature n’a pas encore abouti.
Le temps est compté, cela se joue maintenant ! Alors qu’approche l’examen, par l’Assemblée nationale, de la proposition de loi sur les langues régionales, DIV YEZH BREIZH, DIWAN, KELENNOMP ainsi que DIVASKELL, la nouvelle association des parents d’élèves de l’enseignement bilingue catholique, et KEVRE BREIZH, la coordination des associations culturelles de Bretagne, demandent à l’unisson que cette convention délibérément
ambitieuse, en phase avec la politique linguistique du conseil régional, soit conclue avant les élections de juin et que cessent les blocages dénoncés par Loïg Chesnais-Girard.
C’est pourquoi DIWAN, DIV YEZH BREIZH, KELENNOMP, DIVASKELL et KEVRE BREIZH appellent toutes les personnes attachées à la transmission de la langue et de la culture bretonnes à se retrouver à Quimper le samedi 13 mars à 13h13 pour que vivent nos Langues !
PORT DU MASQUE OBLIGATOIRE ET GESTES BARRIÉRES
UNANET E VIMP KREÑV !
(Unis nous serons forts !)

Rendez-vous des covoiturages :
CAVAN – Parking de la salle des fêtes / Ti ar Vro à 10h30
LANNION – Parking de Kermaria / Maison du Département à 10h30

* * * * * *

Kendivizad Stad-Rannvro war gelenn yezhoù Breizh :
GOULENN A RA AR C’HEVREDIGEZHIOÙ UR C’HENEMGLEV UHELEK BREMAÑ DIOUZHTU !

Manifestadeg e Kemper d’ar Sadorn 13 a viz Meurzh da 1e13
Kenweturiñ eus Lannuon ha Kawan

Tolpet e oa ar c’hevredigezhioù DIV YEZH BREIZH, DIWAN, KELENNOMP ha sindikadoù SNES-FSU ha CFDT-FEP e Rostrenenn dimeurzh evit eskemm war an diaesterioù bevet en eil derez evit kelenn ar brezhoneg pe e brezhoneg. Nec’het eo ar c’hevredigezhioù hag ar sindikadoù gant stad kalite ar c’helenn brezhoneg met ivez gant ar fed n’eus ket peadra evit treuzkas ar brezhoneg er c’helenn divyezhek met ivez er c’helenn brezhoneg diret. N’eo ket hepken ar skolajoù Diwan zo bet tizhet gant kudennoù evit kelenn ar yezh evel danvez nevez zo ouzhpenn.

Kelaouet int bet dre ul lizher kaset d’an 2 a viz Meurzh gant prezidant Kuzul rannvro Breizh e oa stanket ar c’hendivizad Stad-Rannvro evit kelenn yezhoù Breizh en abeg « d’ar skoilhoù lakaet gant Ministr an deskadurezh-Stad kement war an danvez ha war ar stumm hag an divizoù gortozet chomet direspont ». Mil a-bouez eo ar c’henemglev-se evit ar c’helenn divyezhek hag ar c’helenn brezhoneg dre vras kement evit ar rouedad Diwan hag evit ar rouedadoù skolioù publik pe gatolik. Sellet a ra ar c’henemglev-se diouzh sujedoù all estreget ar c’helenn brezhoneg evel diorren ar brezhoneg er vuhez pemdeziek (panellerezh, mediaoù, sevenadur…) ouzhpenn.

An tu nemetañ eo ar c’henemglev-se evit reiñ d’ar Vretoned·ezed ar binvioù evit diorren ha kemer e-karg treuzkas ar brezhoneg. Daoust d’an engouestl kemeret gant ar c’hentañ Ministr d’an 9 a viz C’hwevrer 2019, e framm ar gevrat evit an ober publik e Breizh, ha daoust d’al labourioù don kaset da benn gant ar c’hevredigezhioù ha Kuzul sevenadurel Breizh, n’eo ket bet sinet ar c’henemglev Stad-Rannvro c’hoazh !

N’eus ket mui da dortal ! Bremañ diouzhtu kaer eo ret ober un dra bennak ! O tostaat emañ ar c’hinnig lezenn evit ar yezhoù a vo votet er Vodadenn vroadel ivez ! Goulenn a ra groñs DIWAN, DIV YEZH BREIZH, KELENNOMP ha DIVASKELL, kevredigezh nevez ar gerent evit ar c’helenn divyezhek e skolioù katolik ha KEVRE BREIZH, kenurzhierezh ar c’hevredigezhioù sevenadurel e Breizh, ma vo sinet ur c’henemglev youlek a-live gant palioù ar politikerezh yezh votet gant ar rannvro a-raok dilennadegoù rannvro e miz Mezheven ha ma vo paouezet da stankañ an traoù gant ar Stad ha dreist-holl gant ministr an Deskadurezh-Stad evel pezh zo bet disklêriet gant Loïg Chesnais-Girard.

Setu perak emañ DIWAN, DIV YEZH BREIZH, KELENNOMP, DIVASKELL ha KEVRE BREIZH o c’hervel an holl dud kar d’hor yezh ha d’hor sevenadur da vont da vanifestiñ da Gemper d’ar Sadorn 13 a viz Meurzh da 1e13 d’enderv, evit ma vevo hor yezhoù !

GANT UR MASKL DRE RET HA JESTROÙ HERZEL
UNANET E VIMP KREÑV !

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *