Tro-vale en-dro d’al louzoù / Randonnée sur les plantes en breton – Lannuon 29.02

Tro-vale en-dro d’al louzoù mat da zebriñ ha mat evit ar yec’hed – Disul 26 a viz C’hwevrer 2023, e park ar stanko (Lannuon) eus 2e goude-kreisteiz betek 4e30   Mont a refomp e park ar stanko e Lannuon evit ober
ur bourmenadenn e-pad 2 eurvezh hanter. E- skeud-se e vo lakaet ar gaoz war al louzoù gouez a gaver tost e pep lec’h war ar maez. Penaos bezañ sur da anavezout anezho ? Penaos implijout anezho er gegin pe evel louzoù evit en em soagnal ? Sed aze ar pezh a vo desket gant Tim, buhezour ar valeadenn.
E-kerzh ar valeadenn e vo lakaet ar gaoz ivez war ar plant pistrius (dañjerus) rak ezhomm hon eus
anavezout anezho ervat a-raok en em lakaat da gutuilh louzoù evit fardañ boued. E fin miz C’hwevrer emañ an natur o tihuniñ hag ar plant o tiflukañ tamm-ha-tamm, se zo kaoz ez eo brav mont war an dachenn d’ar c’houlz-mañ ar bloaz evit deskiñ anavezout al louzoù mat da zebriñ, pa vezont yaouank-flamm c’hoazh…
Tim a roio deoc’h e alioù fur hag e itrikoù kutuilher ha keginer, evel-se e c’hellfet retorn d’ar ger gant ur
bern soñjoù evit talvoudekaat al louzoù burzhudus-mañ profet gant Mammdouar.

« Tim Lipouz » dre bellgomz d’ar 06 26 39 49 67 pe dre bostel : timlipouz@ecomail.bi – 20€

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *