D’ar 7 ha d’an 8 a viz Mae e vo gouel loc’hañ ar Redadeg war gae Aiguillon e Lannuon.
Daou zevezh evit bevañ asambles e brezhoneg. Goude ar sinema hag ar Redadegig evit ar vugale e-pad devezh ar Yaou e krogo an abadennoù foran da 7 eur noz war ar c’hae gant lañs « Krampouezh Noz-Deiz » hag ur veilhadeg vreizhat.
D’ar Gwener 8, adalek 2e gm, e vo kavet ganeoc’h ar gêriadenn gevredigezhel, stalioù c’hoarioù hag abadennoù brezhonek, ha baleadenn Bagad Bro Dreger.
Gant aerouant Bro-Dreger hag ar vreudeur Kornig e vo degemeret ar vazh-test, ha degemeret e vo gant skolidi an tri hentad divyezhek, a gano ur ganaouenn voutin.
Loc’hañ ofisiel ar redadeg a vo da 4e gm, gant ouzhpenn 15 km redet e Lannuon.
Adalek 5e gm, plas e sonadeg an Nolwenn Korbell Quartet, ur pezh-c’hoari e brezhoneg gant Kantren, ha goude-se ur fest-noz bras.
Ar strollad Redadeg Lannuon 2026 en deus ezhomm eus ho skoazell ! Lakait hoc’h anv amañ.
* * * * * * * * * * * *
La fête de départ de la Redadeg aura lieu les 7 et 8 mai sur le quai d’Aiguillon à Lannion.
Deux jours pour vivre ensemble en langue bretonne. Après le cinéma et la Redadegig des enfants dans la journée du jeudi, les animations grand public débuteront à 19 h sur le quai avec le lancement des « 24 heures de la Crêpe » et une veillée bretonne.
Le vendredi 8, à partir de 14 h, vous trouverez le village associatif, des stands de jeux et d’animations en langue bretonne, ainsi que la déambulation du Bagad Bro Dreger.
L’arrivée du bâton témoin sera accompagnée par le dragon du Trégor et les frères Cornic, et accueillie par les élèves des trois filières bilingues, qui chanteront une chanson commune.
Le départ officiel de la course aura lieu à 16 h, avec plus de 15 km courus dans Lannion.
À partir de 17 h, place au concert du Nolwenn Korbell Quartet, à une pièce de théâtre en breton avec Kantren, puis à un grand fest-noz.
Le collectif Redadeg Lannuon 2026 a besoin de votre aide ! Inscrivez-vous ici.
