Bodad Lenn Ti ar Vro

      Aucun commentaire sur Bodad Lenn Ti ar Vro

Evel ‘oa bet raktreset e vo dalc’het emvod kentañ ar bodad lenn a-benn ar merc’her 22/09/2021 adalek 2 eur goude merenn e Levraoueg Hollvrezhonek Ti ar Vro e Kawan. Komzet vo diwar-benn levr Alistair Mac Leod « Tev ar gwad, tanav an dour » troet gant Kristian Braz (romant, Al Liamm, 2015).

Dibabet hon eus ivez evit miz Here « E seizh avel ar bed » gant Fañch Peru (danevelloù, Skol Vreizh, 2021) hag evit miz Du « Bar Abba » gant Yann Bijer (romant, Al Liamm, 2016).

Evel-just e c’hallfet pediñ tud all da zont.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *