Beilhadeg / Veillée à Trézélan le 25.11

BEAR : Beilhadeg Trezelan

E-pad daou vloaz n’eus ket bet deus ar veilhadeg en Trezelan, dam d’ar c’hleñved bras, met evit ar bloaz eo adlañset avat. D’ar 25 a viz Du an hini e vo delc’het, ar gwener da noz, hag aozet eo gant ar gevredigezh Hent Don deus Bear. Moaien e vo da selaou konterien vrudet (Roje Buzulier, Remi Gallou, Daniel Yekel, Frañsoa Rikou, Alan Tudored…) ha kanerien ha sonerien deus ar vro (Jañ-Mai Priol, Yannig Dabo, Jil Lehard, Patrick Gwerniou…). Gant Ifig an Troadeg e vo kaset an traoù en-dro. Digor eo al leurenn da gement hini a fell dezhañ kanañ, kontañ pe son !

D’ar gwener 25 a viz du, adalek 20h30, ‘ba sal gouelioù Trezelan. Evit mann ha digor d’an holl.

BEAR (BEGARD) : Veillée bretonne à Trezelan

Après deux années d’interruption liée à la pandémie, la veillée bretonne de Trezelan (Bear) revient le vendredi 25 novembre, toujours organisée par l’association bégarroise Hent Don. Les conteurs habituels sont toujours fidèles au rendez-vous (Roger Buzulier, Rémy Gallou, Daniel Jézéquel, François Ricou, Alan Tudored…) ainsi que chanteurs et musiciens locaux (Jañ-Mai Priol, Yannig Dabo, Jil Lehart, Patrick Gwerniou…), le tout animé par Ifig an Troadeg. La scène est ouverte pour quiconque voudrait chanter, conter ou jouer d’un instrument !

Le vendredi 25 novembre à partir de 20h30 à la salle des fêtes de Trezelan (Bear). Gratuit et ouvert à tous.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *